Canalblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité
CIKB - Collectif Internet Kreiz Breizh
13 juin 2013

Skignañ Internet Tizh Bras Tre : SIKB zo laouen gant an divizoù bet kemeret gant Kumuniezh Kumunioù Kreiz Breizh

Skignañ Internet Tizh Bras Tre oa war roll Kuzul KKKB diwezhañ a zo bet dalc’het e Rostrenn d’ar 6 a viz Ewen. Un digarez a-feson evir dilennidi SIKB -Strollad Internet Kreiz Breizh- d’ober un tamm bilañs  diwar-benn mont war-raok ar rartres-se :

 

-       Ar steuñv tevetek da zivourdañ an « tachennoù gwenn » hag an « tachennoù en disheol »

Moaien vo kregiñ ganti da vat evit kas war-raok Ar steuñv tevetek da zivourdañ an « tachennoù gwenn » hag an « tachennoù en disheol ».

Ar galv-da-ginnigoù d’ar stalioù-labour vo roet lañs dezhañ fin miz Ewen evit an tri  « Kresk an tizh » vo lakaet e plas evit Plevin, Trefrin ha Sant-Trifin. Al labourioù a c’hello kregiñ buan war-lerc’h war tachenn an tri c’humun-se. E-kerzh ar bloavezh 2015 e tegouezho internet gant un tizh etre 2 ha 10 mega er c’humunioù-se evit an dud koumanantet.

Ar galv-da-ginnigoù d’an embregerezhioù evit Skignañ Internet Tizh Bras Tre dre an neudenn optek war an teir flakenn vo roet lañs dezhañ e fin ar bloavezh 2013. Gant an amzer vo tapet evit sevel ar raktresoù skignañ hag al labourioù vo da heul e c’heller soñjal e c’hello an holl internetourien kaout Internet Tizh Bras Tre en o zier e-kerzh ar bloaz 2017.

 

-       Kenstagañ rouedadoù Internet an tri departamant a zo war tachenn Bro Kreiz Kornog  Breizh

Kumunioù zo e-giz : Groñvel, Laruen, Kergrist-Moeloù… vo skignet neudenn optek e-pep lec’h war o zachenn, pezh zo un dra vat, met siwazh zo c’hoazh 3 % eus tachenn KKKB a chomo en un dachenn wenn. An dud zo ochom en takadoù-se a ranko kaout ur stign satelit evit degemer Internet Tizh bras ; padal gant ar c’henstagañ rouedadoù an departamantoù e c’hellfe lod eus an dud-se degemer Internet Tizh Bras Tre gant an neudenn optek.

An diviz zo bet kemeret gant dilennidi KKKB da gendeuziñ gant Poher Kumuniezh da sevel ur gumuniezh kumunioù vras zo un dra vat ; gant-se eo ar gumuniezh kumunioù nevez a c’hello war-eeun  ober war-dro ar rouedadoù internet a zo war tachenn Aodoù-an-Arvor ha war tachenn Penn-ar-Bed. Ma tiviz dilennidi kumuniezh kumunioù ar Roue Morvan er Morbihan chom en o C’horn  kenstagañ rouedadoù internet ar « Kum. Kum.-se »  gant ar re zo war an 29 hag ar 56  vo kaset da benn gant ar sindikad kemmesk Megalis.

 

Strollad Internet Kreiz Breizh -SIKB- zo laouen gant an diviz zo bet kemeret gant dilennidi KKKB da bostañ 1,5 Milion a euroioù evit ar steuñv skignañ Internet Tizh bras Tre war tachenn ar gumuniezh kumunioù. Evit afer-se e chomo izili SIKB war evezh evit ma vo kaset buan da benn vat kenstagañ ar rouedadoù departamant a-benn divourdañ an tachennoù gwenn diwezhañ a chom dioute c’hoazh hag evit ma vo achuet al labourioù e koulz.

 

Un nebeud mizvezhioù dale zo dija e-keñver an deiziadur oa bet embannet evit ar studiadennoù hag al labourioù oa da vezañ bet kroget gante penn kentañ 2013 ; dav gout oa bet kroget gant al labourioù da skignañ Internet Tizh bras Tre e Tolpad Kêrioù Sant-Brieg d’ar 15 a viz Ebrel… N’omp ket evit degemeret e kendalc’hfe ar frailh niverel da greskiñ etre tachennoù aodoù an departamant ha tachennoù Kreiz Breizh.

 

Evit ar Strollad :     Herve ar Gall ha Pierre Branthôme

Publicité
Publicité
Commentaires
CIKB - Collectif Internet Kreiz Breizh
  • Ce blog pour intervenir sur le parachutage en centre Bretagne du schéma numérique - Haut Débit et THD - mis en place par les G.G. 22, 29, 56. Ar blog-mañ da lakaat ar gaoz war ar steuñv internet - Tizh Bras ha TBT - savet e Kreiz Breizh gant KM 22, 29,
  • Accueil du blog
  • Créer un blog avec CanalBlog
Publicité
Archives
Publicité